Beaj 2017 :Tremenet eo bet ur sizhunvezh brav meurbet gant 46 lisead ha 4 "den e karg" e Bro Gembre. E-giz ar bloaz paseet int chomet daou zevezh e Lise Llandysul a-raok "pignat" davet Borth, Aberystwyth, Machynlleth ha diskenn da Gardiff evit echuiñ.
Rentañ-kont (berr !) o beaj :
Sadorn 11 : loc’hañ diouzh Kemper da 6e abardaez, treuziñ-mor etre Rosko ha Plymouth.
Sul 12 : gweladenniñ ti Dylan Thomas e Talacharn ; diouzh an abardaez, degemer gant Kuzul Gevellañ Llandysul e Pub Y Talardd, pred, sonerezh, abadenn "troioù fizik" (profet gant ar Gembreiz) ; anneziñ e Llangranog.
Lun 13 ha Meurzh 14 : e Lise nevez-flamm Llandysul, gweladenniñ labouradeg telennoù Telenau Teifi hag an ti-moulañ Gwas Gomer ; Meurzh abardaez, anneziñ e Herberc’h Yaouankiz Y Borth. Kentel enhentañ d’ar C’hembraeg gant Nikolas Davalan.
Merc’her 15 : devezh e Machynlleth, e Kreizenn an Teknologiezhoù Padus. Da c’houde, loc’hañ war-du Caerdydd hag anneziñ en Herberc’h Yaouankiz River House.
Yaou 16 : kontadennoù gant Jim Cowan en ur vale dre Caerdydd ; gweladenniñ Mirdi "Story Museum" ; arvestiñ pezh-c’hoari Patrick Hamilton "Gaslight, a victorian thriller" e New Theatre ; gweladenniñ ar Millenium Stadium ; "Pourmenadenn an tasmantoù" gant Jim.
Gwener 17 : gweladenniñ Castle Coch ; selaou ouzh "live music" er Pub O’Neill’s hag ur sonadeg gant Lewis and Leigh en "Acapella Studio".
Sadorn 18 : gweladenniñ ar " Millenium Arts Centre" e Bae Caerdydd hag ar "Senedd" ; baleadenn war vor betek ar stankenn gant Steve Critchley ; amzer vak da staliaouiñ.
Sul 19 : 3e30 mintin, loc’hañ diouzh Caerdydd ; treuziñ-mor etre Poole ha Cherbourg ; degouezh e Kemper da 8e noz.
29 a viz Genver 2017, Kanadeg Gospe e Plogonegl : deuet eo ganeomp !
Leun ar sal ha plijadur e leizh ! Ha n’eo ket bet an dud evit chom azezet difiñv bep war e gador… ken entanus ma oa lusk ha ton ar c’hanaouennoù kinniget gant koridi Gospel’Yz
Peadra da reiñ kalon da liseidi Brizeux da zerc’hel da vont gant prientiñ o beaj da vro Gembre (11-19 a viz Meurzh) o werzhañ krampouzh war marc’had Kemper bep sadorn mintin.
Hollad an arc’hant dastumet a vo implijet evit arc’hantiñ ar veaj-mañ. Daou zevezh a vo tremenet ganto e Lise nevez-flamm Llandysul, gant liseidi "Ysgol Dyffryn Teifi".