2007.8. 24-28 Degemer e Plogoneg

1987-2007...

- D’ar 16 a viz Here 2007 e oa bet hejet Breizh hag un tamm mat distrujet gant ur gorventenn spontus. D’an dibenn-sizhunvezh goude, ar c’huzul nevez-krouet « Plogoneg-Llandysul » en doa da zegemer dileuridi a Vro Gembre evit ar wech gentañ… Prientiñ an degemer-se a zeuas da vezañ kalz luzietoc’h dre ma oa bet troc’het ar pellgomz hag an tredan ; pep hini, ouzhpenn-se, en doa trawalc’h d’ober en e di pe atant : gwez digwriziennet a oa e pep lec’h, savadurioù distrujet, toennoù toullet h.a. Un nebeud familhoù a rankas en em dennan kuit eus ar roll-degemer hag e roas an dra-se kalz trubuilh da glask tud all war ar prim, dreist-holl hep tamm pellgomz ebet. Heol bras a oa pa zigouezhas an tregont Kembread. Un disamm ! Lakaet e oent bet da labourat, da skarzhañ kuit ur mell gwezenn kouezhet gant an avel hag a stanke an hent da vont war penn “hor menez” (Menez Lokorn). Seurt darvoudoù, un taol-kaer koulz lavarout, ne vezont ket disoñjet raktal ! Peadra da grouiñ liammoù start !

- E-touez an hanterkant a vignoned deuet d’hon gweladenniñ e fin miz Eost 2007 e oa un daouzek bennak o doa kemeret perzh er veaj kentañ-se. A-hed ugent bloaz o deus kemeret perzh kantvedoù a dud en eskemmoù-gevellañ, lod evit ur prantad ber, lod-all hep diehan. Un nebeud anezho a zo aet kuit da Dir Na Nog, baradoz ar Gelted… Kreñvaet o deus al liammoù etre an div gumuniezh, desket tamm ha tamm ganto d’ober anaoudegezh an eil gant eben, ha da anavezout istor hag henvoazioù pep-hini. Ar gevellañ-mañ en deus lakaet ivez da greñvaat al liammoù etre ar rummadoù tud a bep oad, memes e diabarzh pep gumun. Daoust d’an holl traoù-mañ e chom c’hoaz kalz da zizoleiñ a-zivout hor heñvelderioù koulz hag hor disheñvelderioù !

- Profitet eo bet ‘ta eus Eskemmerezh 2007 evit mont pelloc’h ganti ha dibabet eo bet da bleustriñ war an tem-mañ : henvoaz ha treuzkas… gant ur programm, dav eo el lavarout start, a zo bet sikouret mat gant an Europa, Europa ar pobloù a zo savet tamm ha tamm dre oberantizoù ar c’herioù gevellet.

AR PROGRAMM

GWENER 24, digouezhet eo ar c’harr-boutin dirak ar sal sokio-sevenadurel lakaet brav warni ar giton « Croeso i Blogoneg » (Degemer mat e Plogoneg). En em gavet adarre an dud a zo mignoned a-bell-zo dija (lod abaoe 20 bloaz !) ha graet anaoudegezh gant ar re nevez. Nozhvezh gant an tiegezh-degemer.

SADORN 25

- E fin ar mintinvezh eo bet bodet an holl dud (ur c’hant bennak) evit un abadennig degemer ofisiel : prezegennoù ar prezidantezed, Moelwenn Gwyndaf ha Katell Pennaneac’h, kinnig tem ar gejadenn, prof. Evit lidañ 20vet deiz ha bloaz donidigezh an dileuridi gentañ o deus graet ar Gembreiz ur prof dispar d’ar Blogoniz : ar Bro Gozh, kaerskrivet hag enlivet gant Ieuan Rees.

JPEG - 50.2 ke
JPEG - 48.4 ke
JPEG - 45.3 ke
JPEG - 49.3 ke


.

Banne a enor evel boaz evit klozhañ an abadenn.

- Goude merenn, ar Gembreiz hag un nebeud familhoù o deus gweladennet (ur wech ouzhpenn evit lod ‘zo) kêr Gemper, prenet un nebeud traouigoù peogwir eo un henvoaz ivez degas profoù bihan d’ar gêr !

- Ha diouzh an noz ez eus bet evel boaz ar Fest-Noz-Krampouezh e Lopeo gant un ugent a viligoù o tommañ start betek diwezhat-tre da vagañ tro dro 800 den. E-pad ar fest-noz kaset a-benn gant Deus’ta, ar sonerien Chapalain-An Habask hag ar c’hanerien Tallec-Capitaine ne chome ket ar Gembreiz da ruzañ evit mont da zañsal.

JPEG - 47.6 ke
JPEG - 52.3 ke
JPEG - 50.5 ke
JPEG - 49.3 ke
JPEG - 50.4 ke
JPEG - 48.2 ke
JPEG - 48.1 ke


SUL 26

- Familhoù ‘zo o deus dibabet kas o ostizien da Bardon Santez Anna Ar Palud. Ar pardonioù a zo un tamm, hag un tamm mat, eus spered, eus ene sevenadur Breizh. Enno e chom bev hiziv c’hoazh gizioù kozh a zo bet a-viskoazh gizioù ar vro da festañ tra-mañ-tra, darvoud-mañ-darvoud. Ar pezh a zo dibar ganto ez eo e vez kemmesket al lidoù relijiel (oferenn, gousperoù, prosesion, hag alies-tre ur c’hantik savet a-ratozh-kaer da enoriñ ar sant pe an darvoud lidet), gant pleustroù disakr (pred, dansoù, gouren, hag a bep seurt c’hoarioù a vezer boaz da bleustriñ er pardonioù, evel sachañ war ar gordenn, sevel ar berchenn, pe c’hoazh ar bazh-yod…). Hiroad seurt gouelioù ne dalvez ket e vez graet nemet derc’hel gant lidoù kozh ha difiñv. Ar c’hontrol bev eo ! Ar pardonioù a chom ar mare ma glot dibaouez al lidoù kozh gant traoù an amzer a-vremañ. Ar skouer gwellañ a zo Pardon ar Varc’htanerien a vez dalc’het ingal bep bloaz aboe 1977. Pardon Santez Anna Ar Palud a zo unan eus ar pardonioù-se a zo kozh a veur a gantvedoù ha ledan-tre tachenn o brud. Bep gwech e chom frommet ar Gembreiz o deus tro da gemer perzh enno.

- Lod a felle dezho mont endro betek Beg Ar Raz a zo bet adkempennet nevez ‘zo. War an hent int tremenet dre Beg Ar Van da welout ar chapel brav kenañ a-us d’an tornaod. Lod all o deus dibabet un implij-amzer all, ne vez ket laret bep tra deomp !

JPEG - 47.8 ke
JPEG - 50.5 ke
JPEG - 51.6 ke
JPEG - 50.7 ke
JPEG - 52.9 ke


LUN 27

“Ar vuhez war ar maez gwechall ha treuskaz an deskamant” : evit klotañ ouzh an tem-se e oa bet divizet gweladenniñ daou virdi “bev” e reter Ledanez Kraoñ.

E Tregarvan, mirdi ar skol diwar ar maez e Breizh.

- Ur c’hantad a vugale a yae d’ar skol-se tro-dro 1910, pa oa bet krouet, ha ne chome nemet pemp anezho e 1974 pa ‘z eo bet serret da vat. En un hanter-kantved, un tamm muioc’h, ‘n eus cheñchet penn-da-benn ar gevredigezh ha tec’het ar vuhez diouzh ar maezioù. Er bloavezh 1977, ur skipailhig a dud a youl vat a saveteas ar savadur ha tamm-ha-tamm goude-se e teuas da vezañ ur mirdi buhezek ha plijus.

- Setu eo bet gweladennet anezhañ d’al lun mintin 27 gant tud Llandysul ha Plogoneg kemmesket. Daou strollad a zo bet graet. An hini kentañ en deus dizoloet diskouezhadeg ar mirdi e-keit ma oa egile er sal-klas, staliet war ar bankoù kozh, o selaou aketus un displegadenn diwar-benn istor ar skol. Buhan tre e teuas ar gomz diwar-benn ar c’hastizoù a gouezhe war penn ar skolidi paket o komz brezhoneg e diabarzh ar skol, dougañ ur votez-koad staget ouzh ar c’houzoug da skouer. Moelwen Gwyndaf ha Philip Ainsworth a gontas neuze penaos e oa bet heñvel-mik gwaskadur ar c’hembraeg, ar pezh ne ouiemp ket e gwirionez, ken bev ha yac’h e seblant deomp bezañ o yezh ; marteze eo peogwir en deus ar c’hembraeg ur statud ofisiel omp bet lakaet da chom hep gouzout o doa bevet ivez ur mare ken kriz. Eskemmet eo bet kalz e pep rummad e-pad ar “c’hentelioù” dudius-se, graet ur bern goulennoù gant ar re yaouank, ha kontet istorioù... N’eo ket chomet kalz amzer deomp goude-se evit “skrivañ linennoù” gant ur bluenn splujet e liv glas-ruz !

JPEG - 50.6 ke
JPEG - 50 ke
JPEG - 46.9 ke
JPEG - 49.9 ke
JPEG - 47.8 ke
JPEG - 50.9 ke
JPEG - 49 ke
JPEG - 47.9 ke


- Seniñ a ra ar c’hloc’h, bep hini a denn kuit e galdrav du, lamm e-barzh e votoù-koad, hag hop, er-maez evit ar prantad-c’hoari : c’hoari pik-nik !

Solenn, eus Radio-Kerne, a zo chomet gant ar strollad a-hed ar mintinvezh. Aterset he deus tud Plogoneg ha Llandysul e brezhoneg (tud ‘zo e Llandysul a’r fro a oar brezhoneg !), ha fardet un abadenn vrav.

- C’hoari pik-nik eta... Nann ! Unan gwirion ha fonnus eo bet. Hag ouzhpenn-se eo bet profet da dout ar vandennad ur banne digor-kalon gant Kuzul gevellañ Kraoñ (gevellet gant Sligo e Bro Iwerzhon). Brav splann an amzer, staliet an taolioù er maez ha paket un nebeud taolioù-heol (dreist-holl ar Gembreiz !). Laouenidigezh, kanaouennoù evit trugarekaat mignoned Kraoñ, avaloù-sukrin, rezin e-leizh, gwastell-vras Adèle rannet e tammoù bihan, e-giz er Pardon ! Graet un droiad buhan betek Beg Ar C’havr, a-raok “arsailhañ” an eil mirdi.

JPEG - 48.7 ke
JPEG - 47.4 ke
JPEG - 49.6 ke
JPEG - 45.3 ke
JPEG - 47.4 ke


En Argol, mirdi ar Micherioù Kozh.

- Ur mirdi birvidik eo. En ur bemzek a “stalioù-labour” e vez diskouezhet ar vuhez pemdeziek ha micherioù gwechall : kordenner, nezerez lin ha gloan, botaouer, bouteger, marichal, h.a. E pep stal ez eus un den o tiskouezh penaos e oa implijet pep benveg hag o kinnig da bep hini klask plezhañ an aozilh, nezañ ar gegel pe grouiñ ur c’hwitell goad. Tud Llandysul ha Plogoneg a zo tremenet asambles d’ur stal d’egile, laouen da eskemm etrezo ha gant tud a youl vat kevredigezh “Micherioù Kozh ar Vro”. Goude-se int aet asambles ivez betek ur porzh gouestlet da c’hoarioù hengounel Breizh, e-kichen iliz Argol. C’hoariet o deus boul-tenn, paledoù, pil-koat ha traoù all e-pad un eurvezhig.

JPEG - 53.1 ke
JPEG - 55.8 ke
JPEG - 52.6 ke
JPEG - 50.5 ke
JPEG - 51.1 ke
JPEG - 52.3 ke
JPEG - 49.9 ke
JPEG - 50.4 ke
JPEG - 49.7 ke
JPEG - 48.9 ke
JPEG - 53.9 ke


- Leun a draoù a zo bet desket a-hed an devezh-se hag adkavet spered an Eisteddfod a oa bet fardet evit ar Blogoniz e Llandysul e Miz Ebrel 2006 (da wel’ e rentañ-kont beaj 2006). Peadra da vagañ ar gaoz diouzh an nozh er familhoù !

- Un danevellig evit echuiñ : e-barzh ur familh e oa ur c’houblad a vro Gebek deuet da dremen ur sizhunvezh e Breizh. Perzh o deus kemeret en dibenn-sizhunvezh a-bezh hag int bet plijet bras gant an devezh-se. Dav eo larout : Elina a zo orin a Vro Gembre ha Gerard en deus dizoloet aze, estreget sevenadur Breizh, un tamm mat eus hini e gwreg. Sabatuet eo bet !

MEURZH 28, poent mont kuit dija. Eskemmet e vez chomlec’hioù e-mail, fotoioù niverek (hengoun hag amzer a vremañ !) ha promesaoù d’en em adgavout e 2008 !

HWYL – KENAVO !

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0