Degemer ar Gembreiz ha Gouel an Ognon e Rosko, asambles ganto.
Pell ‘zo dija e komze deomp hor mignoned a Vro Gembre eus ar Joniged, al Leoniz-se a dreuze Mor Breizh da vont da Vreizh Veur da werzhañ, a di da di, o zrevad ognon (pe drevad kouerien all).
Gant ar Gembreiz eo omp bet kelaouet e oa, e Rosko, « Ti ar Joniged », ur mirdi bihan gouestlet d’ar gounit ognon ha d’ar Joniged.
Ha den ebet anezho, na den ebet ac’hanomp, ne ouie, pa ’z eo bet kinniget ganto dont da weladenniñ ac’hanomp etre an 22 hag ar 25 a viz Eost, e klote dreist devezh o dilestrañ e Rosko gant devezh kentañ Gouel an Ognon... e Rosko ivez, war kaeoù ar porzh kozh.
N’omp ket chomet da dortañ ha graet hor soñj ganeomp da vont da Rosko da ziambroug hor mignoned a Vro Gembre ha tremen ganto an devezh a-bezh e Bro ar Joniged. Setu : fredet ur c’harr-boutin ganeomp, ha n’eus ket bet evit pell evit e leuniañ !
Peurrest an aozañ a zo bet... un tammik (!) luzietoc’h... dre faot Ti-Kêr Rosko (pennaozour ar Gouel) a zo chomet e-pad mizioù (3 miz evit bezañ resis) hep reiñ tamm respont ebet d’hor goulennoù war munudoù pleustrek : plasoù war ar park-lec’h sko ouzh lec’h ar Gouel evit ar c’hirri-boutin (hini ar Gembreiz hag hini ar Blogoniz), pe da nebeutañ an tostañ posubl, program an devezh, digeriñ evidomp Ti ar Joniged un eurvezh a-raok an eur ofisiel... Respont ebet, ha n’eo ket peogwir omp chomet da sorc’henniñ pe da hunvreal... Meur a wech eo bet lakaet ganeomp ar poentoù-mañ war stern Ti-Kêr Rosko, dre bellgomz pe dre skrid.
Ma ! Daoust da se omp deuet a-benn d’aozañ propik mont en-dro an devezh ha plijadur zo bet gant an holl. Hag ouzhpenn da se eo bet brav an amzer !
Dilestret o deus ar Gembreiz da 7e mintin ha debret o lein en “Accostage”, kafedi Porzh ar Bloskon. Trugarez vras d’an dalc’herien o deus digoret ez-ispisial ur sal evito. Evel-se o deus gallet ar Gembreiz kemer amzer da zijuniñ sioulik hag ober anaoudegezh gant program an devezh hag an devezhioù war-lerc’h a zo bet displeget dezho gant an daou “ziaraoger” eus Plogoneg aet betek ar Gar-Mor d’o degemer ha reiñ dezho, evel boas, paperioù kelaouiñ ha titouriñ diwar-benn ar vro ha darvoudoù an dibenn-sizhun.
War-lerc’h an dijuni, penn d’ar Porzh Kozh, gant ar c’harr-boutin. Hini Plogoneg a zo degouezhet eno d’an eur rakgwelet : 9e30. Fou ! Kuit da chom a-sav pell diouzh lec’h ar Gouel ha da gemer ar c’hirri-bulzuniñ ! Ar re en em anavez en em adkav... hag ar re nevez en em ginnig...
War an diwezhat (2 zevezh a-raok !) e oa bet lakaet ur sal en hor c’herz gant Ti-Kêr Rosko, ar pezh en deus aesaet un tamm an aozañ ha servijet dreist-holl evit sanailhañ an traou prenet e-pad an devezh (ognon evel just, met ivez bier...).
Tremenet eo bet ar mintinvezh war lec’hienn ar Gouel, kejet eo bet gant tud e karg eus an A.O.G. (Anvadur Orin Gwarezet), tanvaet boued hag evaj fardet gant ognon, sellet ouzh an doare da blezhañ an ognon...
Da greisteiz e pign an holl dud ‘barzh ar c’hirri-boutin da vont davet Kastell-Paol da zebriñ merenn e Kerisnel.
War-lerc’h, div eurvezh c’hoazh war lerc’hienn ar Gouel e Rosko.
Da 4e30 endervezh e pign an holl ‘barzh ar c’hirri-boutin, bep gant e sammad ognon pe chalotez (plezhennadoù pe sac’hadoù), pe c’hoazh bier-ognon.
Nozvezh “’bar’r gêr” evit an holl, ostizien hag ostizidi.
Sulvezh gant ar familhoù degemer.
Diouzh al lun mintin eo bet bizitet strilherezh ar Menhir e Ploveilh. Gouiet en deus Gi Le Lay sachañ evezh ha dudi an holl gant e zisplegadennoù leun a vuhez hag a fent (an droidigezh a zo bet graet a-daol-dak gant Brigitte Martin). Tanvaet eo bet ar whisky, evel just, met gant moder evel just ivez ! Ha lod eus ar berzhidi o deus prenet ! E-keit-se e oa un dornad a dud yaouank (Bretoned ha Kembreiz) o teskiñ c’hoari golf e Kerbernez, ket pell alese.
Pik-nik kreisteiz e Ti ar Vro Kemper e-lec’h omp bet degemeret e kembraeg, mar plij !, (ha war-lerc’h e brezhoneg hag e galleg ivez) gant Gweltaz Ar Fur, Prezidant Kevredigezh merañ Ti ar Vro.
Da 2e30 endervezh e oa un emgav gant Claude Fily, a zo orin a Blogoneg, hag a zo ezel eus ar SPREV (ur gevredigezh a ra war-dro ar glad relijiel). Gantañ eo bet renet bizit an Iliz Veur. Un tanva saourus eus bravañ Iliz Veur Breizh, kinniget gant un heñcher entanet... hag entanus.
War-lerc’h eo bet redet un tammig ar stalioù gant lod... a-raok en em gavout an holl asambles (Kembreiz, ostizien, izili ar C’huzul Gevellañ ha tud all c’hoant ganto kejañ gant ar Gembreiz evit abeg-mañ-abeg - Raktresoù a bep seurt a zo bet ijinet an nozvezh-se !) e Lopeo evit ur “barbecue dichistroù”. Ar blijadur hon eus bet ivez da welout tud eus Llandysul a’r Fro na oant ket deuet gant ar re all met a oa dija er vro o vakañsiñ abaoe un nebeud devezhioù... Sonerezh, kanaouennoù... Plijadur ‘zo bet ! E penn kentañ an nozvezh hon eus enoret ivez Mair, hini goshañ strollad ar Gembreiz, hag a zo deuet da Blogoneg bep wech nemet unan. Ur profig a zo bet roet dezhi gant Pol, hini yaouankañ hor skipailh...
Emgav antronoz vintin da 11e war ar park-lec’h, a-dreñv d’ar Sal Sosiosevenadurel, evit ar c’himiadiñ. Glav war ar vro ha dour en daoulagadoù. Ar c’himiadiñ-se a verke dibenn un dra... dibenn an “eskemmoù familh” dre ziouer a nerzhioù nevez en eil Guzul koulz hag en egile...
Met derc’hel da vont a raio ar Gevellañ, gant obererezhioù nevez ha kejadegoù diazezet war raktresoù all.



































































