2011.8. 26-29 Degemer ar Gembreiz

Degemeret hon eus hon mignoned e dibenn Miz Eost

Gwener 26 a viz Eost
O mat o deus graet ar Gembreiz eus o donedigezh abred e Rosko – hag ivez eus un amzer sklaer tre – evit ober un dro gant o hent a-dreuz ar Menezioù Are, ha krimpañ (gant ar c’harr-boutin !) war beg Menez Mikael Brasparzh. Un dizoloadenn eo bet evit kalz anezho ! War-lerc’h bezañ bet debret lein pep gant e familh-degemer ha tremenet an endervezh ganti eo bet lidet diglink, da 6e noz, an degemer ofisiel. Koaniet eo bet war-lerc’h, Kembreiz ha Breizhiz holl asambles, er Sal Sokio-Sevenadurel. Saouret eo bet gant an holl ar blijadur d’en em gavout holl asambles, sioul, plaen ha disoursi war-lerc’h bec’h bras ar weladenn kent e 2009 ma oa bet skrapet holl evezh ar Blogoniz gant prientiñ ha kas war-raok arvest lidañ 20vet Deiz-ha Bloaz ar Gevellañ ("Ur wech e oa Telo").

Sadorn 27 a viz Eost
Roll oberiantizoù an devezh :
- gweladenniñ ur magerezh "alpagaed" e St Kouled (‘pezh en deus plijet kalz d’ar vugale, anat deoc’h !) ;
- piknik e Sal ar Gumun (Trugarez vras da Gumun St Kouled evit bezañ degemeret a-youl vat hor bandennad) ;
- gweladenniñ Abati Daoulaz, enni un diskouezhadeg a-zivout Viktor Segalen ("Viktor Segalen hag ar sell ouzh an a-vaez bro"), al liorzh-louzoù… Kammdroet eo bet hent an distro da dremen war Bont nevez Terenez bet digoret da vare an nevez amzer tremenet. Hag ur wech distroet da Plogoneg, dao d’ar c’hampouzh ha d’an dañs ! Ur brav a fest-noz, gant Elian Paddy, Paotred ar Riwal, ar sonerien Chapalain & Kergozien, hag arbenikourien ampart d’ober war-dro ardivinkoù ar sonerezh. Un abardaevezh dispar eo bet evit ar 48 kembread hag ar 700 pe 800 bennak a zen deuet d’ebatiñ e Lopeo. Sur ha n’eo ket marteze !

Sul 28 a viz Eost, ha Lun
Ur sulvezh e-ser ar familhoù-degemer : mont da bardonañ da Santez Anna ar Palud evit lod, da rouzañ war an aod evit lod all, pe c’hoazh da vale er tro-war-droioù… Ken splann e oa an heol ma oa posubl pep tra… a-raok an disparti antronoz mintin, abred-tre, da vont davet Rosko… didro an hent an taol-mañ !

JPEG - 105.2 ke
JPEG - 124 ke
JPEG - 163.3 ke
JPEG - 168.9 ke
JPEG - 185.9 ke
JPEG - 238.7 ke
JPEG - 254.5 ke
JPEG - 223.9 ke
JPEG - 129.3 ke
JPEG - 185.5 ke
JPEG - 241.1 ke
JPEG - 214.7 ke
JPEG - 245.6 ke
JPEG - 147.8 ke
JPEG - 170.3 ke
JPEG - 157.3 ke
JPEG - 144.1 ke
JPEG - 149.3 ke
JPEG - 144.1 ke
JPEG - 167.9 ke


HWYL ! KENAVO !

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0