Entanet !
Aozet e oa bet gant ar C’huzul Gevellañ ur veaj da Llandysul evit ar re yaouank etre an 20 hag ar 26 a viz Here 2011. 14 krennard o deus kemeret perzh enni, 8 plac’h ha 6 paotr anezho. Gaïdig Le Roux ha Catherine Allain o deus graet war o zro, hep disoñjal Bruno, levier ar c’harr-boutin a ouie ober e lod e mont en-dro buhez ar pemdez... Soñjit ‘ta : eñ ha Laelia a oa ar re nemeto a ouie c’hwezhañ prop hag efedus an tan e fornigell ar ched !
Deuet eo brav pep tra, hag eus ar re wellañ eo bet an darempredoù etre ar berzhidi. Degemeret war an ton bras ha hegarat tre int bet gant hor mignoned a Vro Gembre :
Wendy he deus o heñchet betek Long Barn (an annez-boutin feurmet gant ar C’huzul Gevellañ) hag ivez o ambrouget da vont da Llangranog ;
Wenna a zo bet aozet ganti gweladenniñ al labouradeg a fard ar gwastilli “Waffles” hag an embregerezh “Telynau Teifi” a ra telennoù ;
Ann ha John o deus degemeret tout ar skipailh en o “pub” e-lec’h m’o deus gallet an holl tañva – ha priziañ – un nebeud meuzioù a Vro Gembre. Ur c’haer a frapad o deus bevet eno, asambles gant un nebeud izili eus Kuzul Gevellañ Llandysul hag ur strollad kouerien yaouank a blijfe dezho treuziñ mor da zont d’ober anaoudegezh gant Breizh.
A-benn o zrugarekaat int bet pedet holl gant ar Vretoned, d’ar merc’her noz, derc’hent al loc’hañ, da vlasaat krampouz ha fourmaj kig “Henaff”.
Liesseurt e oa an oberiadennoù :
bale e Aberteifi ha war “Poppies Beach” d’ar sul enderv,
kanoë d’al lun mintin, ha pourmenadenn betek Meilh Drefach,
krimpañ, koulz ar reier hag ar gwez,
c’hoari “mell-droad-diabarzh” e Llangranog, e-lec’h int bet pedet da zebriñ en ur “self”.
Lod ‘zo zoken o deus graet war-dro deñved an atant int bet annezet ennañ (hini Long Barn).
Dalc’het ‘vo soñj gant an holl eus ar bommoù plijadur o deus bet eno :
taolioù-arnod keginañ (ha lod brasañ anezho a zo bet kaset d’ur penn enorabl-tre !),
krogadoù bilhard,
abadennoù c’hoari a-stroll, an “Den-Bleiz” an hini brudetañ anezho,
c’hoari-mim,
c’hoarzhadegoù...
Bet ‘zo bet zoken un abadenn “kas-war-lec’h-an-teñzor”, d’ober evit ur valeadenn a oa bet nulet...
Hent an distro a zo bet ivez leun a oberiadennoù ha darvoudoù a-bep seurt :
gweladenniñ Mirdi milvrudet St Fragan e Kerdiz,
abadenn-noz e Annez ar Yaouankiz en Exeter,
ha, war ar “ferry”, “shopping”, dorlo-daouarn, c’hoari “klask-roudoù”, ha zoken dañsoù...
Eñvorennoù kaer ‘ta, ha netra ken ! Ha ken brav an darempredoù skoulmet etre ar grennarded hag o deus dalc’het d’en em welout :
en abadenn “Distro ar Fest-Noz” aozet gant ar C’huzul Gevellañ,
dirak tud yaouank all bodet gant an ULAMIR evit kinnig dezho un diaporama savet diwar-benn ar veaj,
ha n’eus ket pell ‘zo c’hoazh e Sal Penn ar Vern.
D’ar c’hentañ tro !
(Skrivet hervez testenn Catherine fr)










































