2016.11.12 Fest-Noz Dremmwel

E 1986 eo e oa bet skoulmet, dre lizher, an darempredoù kentañ etre Plogoneg ha Llandysul : an eil kumun he doa kaset d’eben un teuliad d’en em ginnig. Er bloaz war-lerc’h e oa bet dileuridi a bep kumun da weladenniñ ar gumun all, ar Blogoniz e miz Gouere, ha tud Llandysul e miz Here. E 1988 eo e oa bet sinet ar C’harta-gevellañ e Llandysul, hag e 1989 e Plogoneg. Ne oa ket deuet ur mor a dud d’ar Fest-Noz-se. Petra ’zo kaoz ? Ur re a arvestoù ha gouelioù a bep seurt un tamm e pep-lec’h dre ma oa hiraet an dibenn-sizhun gant devezh-lidañ arsav-brezel 1918 ?... An amzer a oa mouzhet un tamm ?... Met plijadur zo bet memestra, ha n’eus hini ebet, ha dañser a vefe pe get, en doa keuz da vezañ deuet, ken brav ma oa ar muzik hag ar sonerezh (evel boaz gant Erig!). E berr komzoù : ur vourraplted eus ar c’hentañ !

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0