Degemer al lec'hienn > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > Sadorn 28 a viz Ebrel : 30 baleer-bro a Vreizh hag a Vro-Gembre war ar (...)

Sadorn 28 a viz Ebrel : 30 baleer-bro a Vreizh hag a Vro-Gembre war ar gwenojennoù etre Plogoneg ha Lokronan.

Daouzek baleer-bro a Vro-Gembre, al lodenn vrasañ anezho tont eus korn-bro Llanymddyfry, a oa deuet d’ober anaoudegezh gant Kerne Izel e-pad ur sizhunvezh. D’ar Sadorn 28 a viz Ebrel int bet kouviet gant Kuzul Gevellañ Plogoneg ha Klub Kerzherien Plogoneg da vont gant karnoù, ribinoù ha gwenojennoù pantennoù Menez Lokronan.
Goulou an heol oc’h alaouriñ livioù ar maezioù, ur gerzhadeg a 12 km dre lec’hioù karget a Istor hag a istorioù (Bourc’h Lokronan, Kroaz Keben, Plas ar C’horn, St Telo)… E berr gomzoù : peadra da baseal un devezh brav ! Un devezh eus ar re vravañ a zo bet peurechuet gant un abadenn "barbecue" e Lopeo evit ar gerzherien hag izili ar C’huzul Gevellañ ha Klub Kerzherien Plogoneg.

JPEG - 249.9 ke
JPEG - 273.5 ke
JPEG - 271.6 ke
JPEG - 286.5 ke


JPEG - 418.7 ke
JPEG - 201.8 ke
JPEG - 224.7 ke
JPEG - 197.9 ke


JPEG - 191.3 ke
JPEG - 382.8 ke
JPEG - 421.1 ke
JPEG - 322 ke


JPEG - 322.4 ke
JPEG - 309.6 ke
JPEG - 370.2 ke
JPEG - 383.3 ke


JPEG - 321 ke
JPEG - 316.3 ke
JPEG - 297.4 ke
JPEG - 186.7 ke


JPEG - 217.9 ke
JPEG - 190.5 ke
JPEG - 123.3 ke
JPEG - 233.7 ke
| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0