Degemer al lec'hienn > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > Reolennoù ar Rugbi : buhan hag aes gant Klub Rugbi Kemper !

Reolennoù ar Rugbi : buhan hag aes gant Klub Rugbi Kemper !

Ne oa ket stank "engroez" an dud a oa deuet d’ar 17 a viz C’hwevrer betek Oaled ar Gumun da selaou Patrick DONNART, Jean-Paul MONGEAT ha Christian CAUVY (gourdoner ar c’hlub). Ha koulskoude, hervez ali meur a hini, e oa mat ar mennozh... Ha n’eo ket bet dipitet ar re a oa deuet, ha stank eo bet ar goulennoù, hag ar respontoù eus ar re zedennusañ. Trugarez ’ta da dud Klub Rugbi Kemper ! Sed’ amañ un darvoud a vo dav aozañ en-dro... met d’un eur all marteze.

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0