2013.02.01 Emvod meur

Derc’hel da vont !
An holl dud a youl vat (ha morse n’o deus manket) a unano o nerzhioù hag o startijenn ur wech ouzhpenn, etre an 23 hag ar 27 a viz Eost, evit degemer hor mignoned a Vro Gembre hag aozañ ar « Fest-Noz/Krampouz » boas. Kustum eo ar Gembreiz da zegouezhout d’ar yaou pe d’ar gwener, ha da loc’hañ d’ar sul diouzhtu war-lec’h ar Fest-Noz. Koulz lavarout : gant ur seurt deiziataer ez eo diaes da bep hini ac’hanomp kaout amzer vak ha dibrez da dremen ganto. Cheñchamant ’vo ar wech-mañ : chom a raint ganeomp betek ar meurzh mintin ! Hag evit ma c’hellimp-ni prientiñ disoursi pep tra evit ar Fest-Noz e raint int o-unan war-dro aozañ program devezh ar sadorn 24... a-raok dont da gavout ac’hanomp en-dro da vare ar pred-krampouz ! Derc’hel da vont a ra an abadennoù dañs ha « kontañ kaoz » e 2013. Dre vras, bremañ, e vez « kontet kaoz » gant ar berzhidi e-tal d’ur c’houviad a respont d’ar goulennoù graet outañ... Raktresoù all a zo o tideñviñ tamm a tamm, ha seul aesoc’h e vint da seveniñ ma’z eo yac’h teñzorierezh ar gevredigezh ! Da skouer eo bet komzet eus ur sonadeg, da vare an diskar-amzer, gant sonerien yaouank a Vro Gembre hag a Vreizh. Evel boaz eo bet dalc’het gant an divizoù hag an eskemm-menozhioù tro-dro d’ur banne kafe ha d’un tamm gwastell... evit brasañ plijadur an holl.

| | Plan du site | Suivre la vie du site RSS 2.0