2014.05.31 Bois Goethre-Hen

Ur ganadeg eus ar re gaerañ e Iliz Plogoneg, gant Bois Goethre-Hen, Kanerien St Meryn, Mouezh Bro Konk ha Kan an Neved :

- Al laz-kanañ “Bois Goethre-Hen” (“Paotred Goethre-Hen”), a zo tont eus Coytrahen, ur gumun eus Kreisteiz Bro Gembre, e Kontelezh Penn Y Bont (Penn ar Bont), etre Caerdidd hag Abertawe, en deus graet div abadenn e Breizh, an hini gentañ e Landerne, d’ar Yaou 29 a viz Mae, hag an eil e Plogoneg d’ar Sadorn 31 a viz Mae.

- Kanerien St Meryn, eus Ploveilh, a zo bet krouet e 1983 da vare krouidigezh ar Gevellañ etre Ploveilh ha Crymych e Bro Gembre. Adalek 2008 o deus kroget kanerien Sant Meryn da ganañ ingal gant re Mouezh Bro Konk, laz-kanañ Bro Gonk-Kerne. Ha gwellan-se rak an daouad lazoù-mañ a zo aet div wech ar maout gantañ e 2013 :

  • Priz ar Grouidigezh er rummad “Kanaouennoù Hengounel” e “Panceltic Festival” (“Festival hollgeltiek”) Carlow (Bro Iwerzhon).
  • Priz kentañ Kampionad Breizh al Lazoù-kanañ Breizh aozet bep bloaz gant “Kanomp Breizh” (Kevredad lazoù-kanañ Breizh) e-doug Festival “Kan al loar” e Landerne.

- E dibenn ar ganadeg ep deuet ivez “Kan an Neved”, laz-kanañ Plogoneg, da ganañ gant an tri all an himn “Bro Gozh ma Zadoù”, a zo kan-broadel Breizh hag ivez Bro Gembre.

- Aozet eo an abadenn-mañ gant Kuzul Gevellañ Plogoneg-Llandysul, lazoù-kanañ Kanerien St Meryn ha Mouezh Bro Konk, ha paeroniet gant ar c’hevredad “Kanomp Breizh”.

| | Plan du site | Suivre la vie du site RSS 2.0