Degemer al lec'hienn > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > 03.06.2018, 2e30 : pedet ar C’helc’h Keltiek "Korriganed ar Meilhoù Glas" (...)

03.06.2018, 2e30 : pedet ar C’helc’h Keltiek "Korriganed ar Meilhoù Glas" gant ar C’huzul Gevellañ. Kejadenn...

D’an deiz-se en deus ar C’huzul Gevellañ pedet Kelc’h Korriganed ar Meilhoù Glas da zont da ginnig ar c’horollerezhioù savet ganto da vezañ diskouezet amañ hag ahont e Breizh e-pad an hañv.
An hini kentañ a zo bet kinniget gant ar vugale (triwec’h int ’barzh ar C’helc’h) : "Diduadenn" e anv.
Egile a zo bet kinniget gant "re vras" ar C’helc’h : "Koef pe Dok", un istor e-lec’h ma weler ne c’heller reoliñ nag ar garantez nag... ouzh piv e vager karantez !
Abadenn gentañ an daou gorollerezh e oa. Eürus-tre eo bet an danserien da zegemer hoc’h ali war o labour...
Da 2e30 g.m. rik n’eus kroget an traoù ha padet betek 3e30.
Neuze e oa posubl da bakañ bep ur banne... pe un tamm wastell... en ur reiñ bep e ali diwar-benn an arvest (ur voest a oa staliet evit dastum paperioù fiziet dezho santimant pep hini).
"Atalieroù" a oa posubl daremprediñ ivez :
- en unan anezho e oa diskouezet penaos perleziñ pe vrodañ ur gwiskamant, pe sevel patromoù ; kinniget ’oa ivez o gwiskamant gant an dañserien, bras ha bihan...
- en unan all e c’heller deskiñ ar "Suit Bigoudenn" gant Raymond LE LANN,
- diskouezet eo bet ivez penaos koefañ... Aozet hon eus an devezh-mañ evit en em gavfe tud dedennet gant dañsoù Breizh : izili Kelc’h Korriganed ar Meilhoù Glas hag ar re a zarempred ingal an abadennoù dañs aozet ganeomp.

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0