Musik ha kan

E bro Gembre,

Pouezus bras eo ar c’han e sevenadur Kembre. Adalek ar skol kentañ derez e vez desket kanañ d’ar vugale. Niverus eo al lazoù-kanañ. En Eisteddfodau e kenstrivont, pe kanañ a reont en abadennoù a vez er chapelioù.

Evit a sell ouzh ar sonerezh eo deuet ar c’hiz gant an delenn en-dro. Pa vez distaget barzhonegoù e c’haller he c’hlevet ivez. Kavout a reer strolladoù sonerezh hengounel met ivez strolladoù rock ha tekno a ra gant ar c’hembraeg.

Kenstrivadeg vloaz ar c’han, ar varzhoniezh hag an dañs Gwyl Cerdd Dant. Cheñch lec’h a ra bep bloaz evel an Eisteddfodau.

E Breizh,

Ul lañs nevez a zo gant sonerezh Breizh evel ma zo gant an dañs. Bez ‘zo bagadoù e-leizh, o kenstrivañ, o seniñ er festivalioù pe er festoù-noz.

Diazez ar bagad eo ar bombardoù, ar biniaouioù hag an toumperezh. A-wezhioù e kaver sonerien bioloñs, telenn, pe c’hoazh gitar o vont d’o heul. Gant ar penn-soner e vez renet ar bagad.

Gant sonerien, kanerien kan-ha-diskan ha strolladoù e vez graet ar festoù-noz hag ar festoù-deiz. Gant binviji da c’hwezhañ e-barzh e ra ar sonerien : bombard ha binioù. Un doare kanañ eo ar c’han-ha-diskan : kregiñ a ra ar c’haner e-unan ha gant an diskaner e vez echuet ar frazenn a-raok e vefe echu gant ar c’haner, evit eilpennañ ar frazenn div wezh. Ha d’ar c’haner en-dro evit an eil frazenn.

Berzh o deus graet ar strolladoù hengounel er bloavezhioù 70. D’ar mare-se e raent gant binviji hengounel, pa reont kalz gant gitaroù, orglez hag all d’an deiz a hiziv. Diwar vremañ zo lod a zo muioc’h hengounel, ha lod all tost d’un doare « rock breizhat », ha gant reoù all e vez tostaet eus muzikoù all ar bed.

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0