2010-2011 Dañsoù ha Kontañ kaoz

“Dañsoù Breizh” ha “Savar brezhoneg”, sed’amañ daou oberezh a zo digor d’an holl hag a vez pleustret a bep eil d’ar gwener.

Dañsoù : Alain Manchec an hini eo a zo e karg eus reiñ buhez d’an obererezh-mañ. Kas a ra mont-en-dro peb abadenn hervez live ar berzhidi... Setu perak e c’hell neb a gar mont forzh pegoulz da bleustriñ war dañsoù ar vro... ha ne vo ket kollet !

Savar brezhoneg. “Hardizh gant ar brezhoneg”, sed’aze ar pezh a c’hellfe bezañ lugan an obererezh-mañ. “Hardizh” ha pa ne vefe ket bet komzet brezhoneg gwech ebet c’hoazh ! (da bep tra ez eus un derou), “Hardizh” ha pa vefe bet disoñjet ul lodenn eus brezhoneg e yaouankiz ! “Hardizh” ha pa chomfe c’hoazh roudoù eus mezh ar simbol e strad ar c’halon !

E dibenn pep abadenn e vez divizet eus petra e vo komzet ar wech a zeu. Evel-se e c’hell pep hini, ma fell dezhañ, prientiñ pe degas teulioù.

JPEG - 244.8 ke
JPEG - 47.1 ke
| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0