Dañs

An dañsoù:

E bro Gembre...

Tri rummad dañsoù hengounel a zo : dañs ar botoù-koad (dawns y clogsen), dañsoù gouel ha dañsoù lez.

Gant botoù-koad hag ur skubellenn e vez dañset dawns y clogsen. Diskouez a ra ar baotred o ampartiz o lammat hag oc’h ober troioù-ouesk.

Gant ar violoñs e vez sonet an dañsoù gouel peurliesañ. Kalz a lusk a zo ganto. Dañsoù evel Rali Twm Sion ha Gwyl Ifan a zo skouerius eus ar mod dañsal-se.

Gant an delenn e vez sonet an dañsoù lez. Dañsoù siriusoc’h int. Er rummad-se emañ an dañsoù Llanofer Reel, Meillionnen ha Rhisiart Annwyl.

Tu zo ober gant ar piano, ar fleüt hag an akordeoñs evit seniñ an tonioù da zañsal.

N’eus ket kalz lec’hioù evit deskiñ dañsal. Abaoe un dregont vloaz bennak e teuont war wel en-dro, gant ar re yaouank dreist-holl. Gant kevredigezhioù e vez aozet Twmpathau (nozvezhioù da zañsal, d’ober toumpi) e-lec’h ma c’hall an dud deskiñ dañsal. Strolladoù dañserien o devez tro d’en em ziskouez ha kemer perzh en Eisteddfodau. Bez zo deus an Eisteddfod vroadel hag an Esisteddfodau lec’hel. Evit ar re yaouank e vez aozet lod gant an Urdd (kevre ar yaouankizoù kembreat).Digor d’an holl eo an Eisteddfod vroadel. Gouelioù kanañ ha dañsal a zo ivez evel Gwyl Cerdd Dant.

Er meilhoù e vez fardet an dilhad. Tennañ a reont tamm pe damm d’ar re a veze gwisket er c’hantvedoù kent, hervez ha diouzh an dañsoù.

E Breizh...

Gwechall e veze dañset da skouer da geñver an euredoù gant an dud war ar maez. Dañsoù a oa e pep bro, hag eurvezhioù-pad e vez e dañset o lidañ an abadenn pe an degouezh. Er bloavezhioù 40 eo bet krouet ar c’helc’hioù,keltiek (strolladoù dañserien dreist-holl) hag ar bagadoù (strolladoù sonerien). Hiziv ez a muioc’h a dud er festoù-noz hag er festoù-deiz, pa vefent tud ampart pe get, tuad kozh ha tud yaouank.

Plijadur hag entan evit an dañsoù a vez diskouezet gant an dud az a d’ar festoù-noz ha festoù-deiz. Bamus eo gwelet an dud o’n em lakaat da zañsal war al leur ( a c’hall bezañ porzh ar plas) kerkent ha sonet notennoù kentañ an ton. Tost bep noz zo ur fest-noz e Breizh-Izel e-pad an hañv.

E-kerz ar festivalioù evel Gouelioù-Meur Kerne e Kemper, pe Gouel ar Sant Loup e Gwengamp e kemer perzh ar c’helc’hioù keltiek e kenstrivadegoù ha dañsal a reont dirak an dud. Gwisket mod kozh int, hag a-wezhioù e vez graet an dilhad gant an dud o-unan. Disheñvel eo ar gizioù gwiskañ diouzh broioù Breizh.

E touez dañsoù anavezetañ Breizh e kaver ar gavotenn, an an-dro, al laridenn, ar plinn, rond Sant Visant. Gizioù hag adstummoù a zo diouzh ar broioù (gavotenn ar menez, gavotenn an Aven...).

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0