Barzhoniezh

E bro Gembre :

Barzhoniezh a vez graet e Kembre abaoe ar 6vet kantved. A bouez bras eo e sevenadur Kembre, ha neuze ez adkaver anezhi en Eisteddfodau. Div arouez-trec’h a zo da c’hounit en Eisteddfod vroadel : ar gador hag ar gurunenn. Div genstrivadeg disheñvel mat int.

Reolennoù strizh a zo evit gounit ar gador. Ar reolennoù-se a c’haller deskiñ e-kerz kentelioù-noz e Kerdiz pe e Caerfyrddin da skouer. Un dek bennak a dud a gemer perzh er genstrivadeg. Dre vras zo daou-ugent den a gemer perzh e kenstrivadeg ar gurunenn. Reolennoù nebeutoc’h strizhha barzhoneg un tamm laoskoc’h. Bep bloaz e ranker doujañ ouzh un tem.

« Stompau » a vez graet ivez. Un nebeud munutennoù a zo gant pep hini evit lenn e varzhoneg dirak ar publik. Gantañ eo e vez barnet al lennerien ha dibabet piv a lenno da heul.

E Breizh :

Dre ma oa bet dilezet ar brezhoneg gant an uhelidi adalek an 10vet kantved eo chomet poblek ar varzhoniezh vrezhonek betek an 19vet kantved. Lennegezh dre gomz a reer anezhi. Gant Kervarker eo bet dastumet kanaouennoù, strobet er « Barzhaz Breizh » en 19vet kantved. Skouerioù deus an doare barzhoniezh-se eo ar c’hanaouennoù-se.

Er varzhoniezh vrezhonek evel en hini bro Gembre e kaver estreget rimoù en diwezh met ivez e-barzh ar gwerzennoù. Graet e vez klotennoù diabarzh anezho.

Bez zo atav eus ar varzhoniezh e Breizh. Nebeut anavezet eo gant an dud abalamour d’an diouer a blas a zo gouestlet dezhi er radio, en tele hag er c’hazetennoù. Brezhoneg pe c’hallek e c’hall bezañ.

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0