A-zivout al lec’hienn

- Al lec’hienn pevaryezek-mañ a oa bet krouet e 2004 gant Katell, ur plac’h yaouank a Blogoneg aet d’ober ur staj dek miz da Vro Gembre e-barzh stern ar programm european « Servij a youl-vat ».
- Tomm-tre ha karadeg-bras eo bet an degemer graet dezhi gant hor mignoned a Llandysul. Dre-se e oa bet gouest da soubañ e buhez pemdeziek ar vro, da zeskiñ kembraeg, da zastum dielloù a bep seurt hag ivez da zeskiñ ar pep retañ da sevel ul lec’hienn “internet”, dindan warez ur mestr-gwiad a Vro Gembre... [1]
- Sevenet he doa ouzhpenn abadennoù digor d’an holl d’ober anaouedegezh gant ar sevenadur breizhat. Hag e-pad he “vakansoù” berr e Plogoneg, o vont amañ hag ahont dre ar gumun da atersiñ hini pe hini pe c’hoazh da skeudennaouiñ tra-mañ-tra, lec’h-mañ-lec’h, he doa berniet dafar da ginnig Plogoneg war al lec’hienn. Ha kement-se dindan dek miz !
- E 2005 e fizias al lec’hienn d’ar C’huzul Gevellañ. Gant ar C’huzul eo bet dalc’het e reizh abaoe, oc’h ouzhpennañ pennadoù e brezhoneg hag e galleg diwar-benn an eskemmoù pennañ etre an div gumun. Chomet eo difiñv al lodenn e kembraeg hag e saozneg.
- E dibenn ar bloavezh 2009 e oa chomet boud pep tra gant ma oa bet cheñchet, dre fazi, ar ger-tremen gant mestr-gwiad Bro Gembre. Divizet e oa bet neuze gant Kuzul Gevellañ Plogoneg derc’hel da vont gant un herberc’hier nevez, ur mestr-gwiad nevez, ur meziant nevez, ha da dreuzkas an holl roadennoù diouzh al lec’hienn “.com” davet an hini nevez “.org”, gant sikour ar gevredigezh birvidik “CyberPlogo”.
- Hiroc’h an treuskas eget ma oa bet rakgwelet ! Met mont a ra an traoù war-raok...
- Dav eo deomp lakaat ivez al lec’hienn da vezañ aesoc’h da implij. Hor seizh gwellañ a raimp a-benn he derc’hel e reizh..., met a-youl vat eo graet al labour-mañ ha berr a-walc’h eo hor skiant-prenet war dachenn an urzhiataerezh... Termal a reomp aliesik-a-walc’h met derc’hel a reomp da vont !

- Amañ dindan e kavor evit derc’hel koun :

Pennad-skrid an digoridigezh

JPEG - 307.6 ke
Le Télégramme 25.03.05


Trugarekadennoù Katell : "Mersi bras d’an holl re o deus labouret a-benn sevel al lec’hienn-mañ, koulz war ar stumm hag an danvez, ha d’ar re o deus kemeret amzer da gomz ganin eus istor, hengoun ha sevenadur e Kembre pe e Breizh pergen. Mersi ivez d’an holl o deus strivet evit e vefe peder yezh war al lec’hienn-mañ o kemer perzh er pezh mell labour treiñ-se. Dav eo din trugarekaat Jaklin ha Yann-Bêr am eus goulennataet kalzik evit a sell ouzh tu Breizh al lec’hienn, hag Huw ha Wenna evit bezañ desket kalz traoù din diwar-benn bro Gembre, ha dreze on bet e darempred gant an dud barrek da sikour ac’hanon. Mersi c’hoazh da Yannig a labour e Ti Ar Vro Kemper hag en deus troet al lec’hienn-se e brezhoneg."

- Rhidian e Plogoneg

JPEG - 313.9 ke
Le Télégramme Mars/Meurzh 2002

Notennoù

[1] Ar staj-mañ a oa an eil aozet gant Kuzul Plogoneg hag hini Llandysul. E 2001-2002 e oa bet tremenet ivez dek miz e Plogoneg gant Rhidian, ur paotr yaouank a Llandysul a’r Fro.

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0