856 den o deus paeet o skodenn evit dont tre (digoust e oa evit an dud dindan 18 bloaz.
Aet mat an aferioù gant stal ar re yaouank, ar bar hag ar c’hrampouezh, peadra da voutañ budjed ar chomadenn gant re yaouank Llandysul e Plogoneg e dibenn miz Gouere 2023.
Hag ar C’huzul Gevellañ en deus adkarget un tamm e yalc’h.
Trugarez vras d’an dud a youl vat, d’ar re deuet da werzhañ o zraoù ha d’an dud deuet da frifurchal o klak d’ober aferioù ar ‘’marc’had mat’’. An holl anezho o deus roet startijenn d’ur gevellañ tapet gantañ bremañ ouzhpenn 35 bloaz, hag ur bern raktresoù gantañ c’hoazh.















