2015.02.17 Emvod Meur

e Oaled ar Gumun, dirak un hanterkant bennak a dud.
- Rentañ-kont obererezhioù ar bloavezh 2014. Raktresoù ar bloavezh 2015... En o zouez, degemer e Plogoneg hor mignoned a Vro Gembre. Kregiñ a raio ar chomadenn-mañ d’ar Sadorn 22 a viz Eost, e Rosko, (diouzhtu diwar dilestrañ ar Gembreiz) gant Gouel an Ognon. En enor al legumaj mil-vrudet ha saourus-mañ e vez dalc’het bep bloaz ar Gouel-mañ, hag ivez en enor ar “Johnied” a yae war varc’h-houarn da foetañ heñchou Breizh Veur evit gwerzhañ ognon. Abaoe deroù ar Gevellañ, e oa komzet alies-tre gant ar Gembreiz diwar-benn ar “Johnied”-mañ. Setu un digarez a feson da c’houzout muioc’h, asamblez hag en ur mod plijus, diwar-benn al lodenn-mañ eus al liammoù ekonomikel a zo bet, hag a zo c’hoazh, etre Breizh ha Bro Gembre. Pedet vo ‘ta ar Blogoniz ha mignoned ar Gevellañ da vont da ziambroug ar Gembreiz e Rosko ha da dremen eno an devezh asamblez ganto. Hervez niver an dud a vo prest da vont e vo feurmet ur c’harr-boutin gant ar C’huzul. Pep hini a c’hell dija lakaat e anv.
- Evel just eo bet evet ur banne digor-kalon e dibenn ar rentaoù-kont !

| | Plan du site | Suivre la vie du site RSS 2.0