Degemer al lec'hienn > Plogoneg-Llandysul Brezhoneg > Buhez ar Gevredigezh > 2011.09.17 Côr Meibion Aberystwyth ha MPBreizh

2011.09.17 Côr Meibion Aberystwyth ha MPBreizh

Leun mat ’oa iliz Plogoneg d’ar sadorn 17 a viz gwengolo evit ar sonadeg aozet gant ar c’huzul gevellañ.


- Plijet meurbet e oa an 250 a dud deuet da selaou an daou laz-kanañ : Mouezh Paotred Breizh ha Côr Meibion Aberystwyth, a zo unan eus ar re vrudetañ e Bro Gembre. Fromm e-leizh pa z’eo bet kanet ar Bro Gozh a unvouezh gant al lazoù-kanañ hag an holl dud asambles a-raok kimiadiñ.

JPEG - 184 ke
JPEG - 184.8 ke
JPEG - 194.6 ke
JPEG - 155 ke


- War-lerc’h an abadenn e oa bet astennet un tamm an abardaevezh tro-dro d’un adkoan bihan (bara-aman-fourmaj rous, hag ur banne ouzhpenn !), evit ar ganerien da derriñ o naon ha d’an aozerien da zistanañ...

| | Steuñv al lec'hienn | Heuliañ buhez al lec'hienn RSS 2.0